Ledenez Yucatán

Eus Wikipedia
Ledenez Yucatán
Ledenez
StadMec'hiko, Belize, Guatemala Kemmañ
War riblpleg-mor Mec'hiko, Mor Karib Kemmañ
Daveennoù douaroniel19°33′4″N 89°17′47″W Kemmañ
Map

Ledenez Yucatán zo ul ledenez e Norzhamerika, e Mec'hiko evit ar pep brasañ, er reter da strizhdouar Tehuantepec. Serriñ a ra Pleg-mor Mec'hiko er c'hreisteiz.

Rannet eo al ledenez etre teir Stad e gwirionez.

Er c'hornôg d'al ledenez emañ ar Stadoù mec'hikan Chiapas ha Tabasco.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tabut zo a-zivout orin an anv Yucatán.

An istorour frañsezat spagnol Diego López de Cogolludo (1613-1665) a reas daou ginnig[1].

  1. An alouber spagnol Francisco Hernández de Córdoba (~1467-1517), pan erruas el ledenez e 1517, a c'houlennas anv ur gêriadenn eno, ha respontet e voe dezhañ "ne gomprenan ket" e yezh ar Vayaed, ar pezh a sone evel yucatán[1],[2]. Kentañ gwezh ma voe kontet kement-se e voe gant Hernán Cortés en ul lizher d'an impalaer Carlos V[3]. Pelloc'h e voe skignet an istor-se gant an istorourien spagnol Toribio de Benavente (1482-1565) ha Francisco López de Gómara (1511 – ~1566)[4]. Ur gentel all a laka Juan de Grijalva (~1490-1527) e-lec'h Francisco Hernández de Córdoba, hag ar bloaz 1518 e-lec'h 1517[5].
  2. Kar da yuca (maniok, Manihot esculenta e anv skiantel) eo yucatán, evel ma oa bet skrivet gant Bernal Díaz del Castillo (~1492-1584), un heulier da Hernán Cortés[1],[4].

Ur ginnig all zo bet : an Amerindian en devije lavaret ne gomze nemet yokat'an, eleze yezh ar Vayaed[4].

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ██ Yucatán
  • Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) Mayr, Renata Johanna. Belize. London : Lit Verlag, 2014, p. 36 (ISBN 978-3-643-90481-2)
    2. (en) Kane, Njord. The Maya – The Story of a People. Yukon, Oklahoma : Spangenhelm Publishing, 2016 (ISBN 978-1-943066-05-6)
    3. (es) Don Pascual de Gayangos. Cartas y relaciones de Hernan Cortés al emperador Carlos V. Paris : Imprenta Central de los Ferro-Carriles, 1866, Notenn p. 2. Kavet : 22 Mae 24.
    4. 4,0 4,1 ha4,2 (en) Hajovsky, Ric (2011). How Yucatan got its Name. Kavet : 22 Mae 24.
    5. (en) Bedini, Silvio A. The Christopher Columbus Encyclopedia. New York : Simon & Schuster, 1991, p. 304 (ISBN 978-0-13-142662-7)

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.